FAMAS
Ar FAMAS, pe FA-MAS, akronim evit Fusil d'Assaut - Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, zo ur fuzuilh-arsailh gall kalibr 5,56 × 45 mm NATO doare bullpup implijet dreist-holl gant an arme c'hall abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970.
FAMAS | |
---|---|
FAMAS F1 (en nec'h) ha G2 (en traoñ). | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Mont en-dro | Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek / tennadeg tri zenn |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO |
Produerien | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, GIAT Industries |
Bloaz krouidigezh | 1967 |
Mare implij | 1979 – bremañ (en arme c'hall) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,780 kg (F1) / 3,747 kg (G2) |
Hirder | 757 mm |
Hirder ar c'hanol | 488 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 300 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 925 m/s - 960 m/s |
Endalc'h | 25 kartouchenn (F1), 30 kartouchenn (G2) |
Adstummoù | FAMAS F1, FAMAS G1, FAMAS G2, FAMAS Félin, FAMAS commando, FAMAS civil, FAMAS export, FAMAS surbaissé, FAMAS valorisé |
Goulennet hag implijet eo bet adalek ar bloavezhioù 1960 gant an arme c'hall da gemer plas ar fuzuilh FSA MAS 1949-56 (kalibr 7,5 mm) hag ar bistolenn-vindrailher MAT 49 (kalibr 9 mm Parabellum). Klask a rae an arme kaout ur fuzuilh c'halloudus, aes da implijout ha da gempenn hep ma vefe re vras.
E miz Gwengolo 2016 e oa bet dibabet ar fuzuilh-arsailh alaman HK416 evel arm-skoaz standart nevez an arme c'hall[1].
Istor
kemmañEr bloavezhioù 1960 ha 1970 e rae c'hoazh an arme c'hall gant armoù ganet a-raok pe just goude an Eil Brezel-bed hag implijet da vare brezelioù didrevadenniñ ar bloavezhioù 1950, evel ar fuzuilh MAS 49/56, ar bistolenn-vindrailherez MAT 49 hag ar fuzuilh-vindrailher FM MAC 24/29. Tamm-ha-tamm e teuas war-wel e oa diamzeriet an armoù-se e-keñver fuzuilhoù modernoc'h o gwikefre evel an AK-47 soviedel.
E-kreiz ar bloavezhioù 1960 e c'houlennas ar gouarnamant gall lakaat bodañ ur skipailh ijinourien da sevel un arm nevez. Karget e voe ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne d'ober al labour adalek 1967. Ar pimpatrom kentañ a voe prest e 1971[2]. Kinniget e voe an arm nevez en ur mod publik e 1973. Adalek 1979 e krogas an arme c'hall da reseviñ anezho. Etretant e oa bet esaeet armoù all evel ar fuzuilhoù-arsailh suis SIG 540 e Liban e 1978.[3]
Stumm kentañ ar FAMAS, anvet F1, zo bet gwerzhet ouzhpenn 400.000 skouerenn anezhañ e Frañs hag en un nebeud broioù all (Djibouti, Gabon, Senegal hag Emirelezhioù Arab Unanet)[4]. GIAT Industries a broduas goude adstummoù G1 ha G2 a zouje ouzh norm standardizaat STANAG 4719 AFNA. Ar Marine Nationale a ra gant an adstumm G2[5].
Paouezet e voe da broduiñ ar FAMAS e 1992[6]. Kempennet e vez hiziv-an-deiz en uzin Nexter Mechanics e Tulle.
Daveennoù
kemmañ- ↑ Quand l'armée française opte pour le "made in Germany" (9 septembre 2016). Kavet : 9 septembre 2016..
- ↑ Laurent Lagneau (12 novembre 2014). Décès du général Paul Tellié, le « père » du FAMAS..
- ↑ Mai 1978, le mois de la foudroyance (30 avril 2023).
- ↑ (27 janvier 2008) Jane's infantry weapons, Jane's Information Group (in en). 943 p. ISBN 978-0-7106-2834-3. .
- ↑ Ian McCollum. FAMAS G2: The French Navy Updates its Bullpup (Anglais). Kavet : 30 novembre 2023.
- ↑ FAMAS | Musée d'Art et d'Industrie de Saint-Etienne. Kavet : 2017-08-04..