Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook

Tagadenn reizhel

rediañ dre nerzh korf pe spered un hinienn da gaout darempredoù reizhel

Tagadenn reizhel a vez graet eus kement obererezh reizhel sevenet hep aotre an den hag a zo pal an ober, pe dre implij an nerzh korf pe dre rediañ a-benn kaout un oberiantiz reizhel a-enep c'hoant an den. Un doare feulster reizhel eo a c'hell bezañ un drougimplij war bugale, polotañ, gwallañ (ebarzhadenn reizhel dre rediañ, ne ra forzh gant petra na betek pelec'h), implij an dagadenn reizhel gant dramm, pe jahinerez reizhel un den c'hoazh.

tagadenn reizhel
Iskevrennad eustorfed reizhel, revelezh denel Kemmañ
Dibarder mezegelmedisinerezh mallusted Kemmañ

Termenadur

kemmañ

Termenadur lezennel un dagadenn reizhel a zo disheñvel mat hervez ar vro. An hini implijetañ a zispleg ez eo un dagadenn reizhel, evel un darempred reizhel sevenet gant unan bennak war unan all ha n'eus ket ar c'hoant da gaout an darempred.

Hervez Kreizenn broadel gouzañverien an torfedoù stad stadunanat:

"Un dagadenn reizhel a c'hell bezañ lies doare evel un dagadenn korfel evel ur gwallerezh pe klask gwallañ, pe c'hoazh nep darempred pe gourdrouz reizhel. Dre vras un dagadenn revel a erru pa vez unan bennak o touch korf unan bennak all gant ur soñj reizhel, memes ma vez dilhad gant an daou, hep ma vije un asant anat gant hini a vez pal an oberiantiz".

Liammoù diavaez

kemmañ