Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Transfiguration pending
Mont d’an endalc’had

Goul

Eus Wikipedia
Gouled en emgann.

Ur goul (غول ghūl en arabeg, ghilan el liester) zo un droukspered debrer korfoù marv er mojennoù arab. Bevañ a ra e lec'hioù didud ha pleustriñ a ra ar beredoù. Ar gouled a zistruj ar bezioù hag en em vag diwar korfoù an dud varv, met skrapañ bugale d'o debriñ a reont ivez.

Ar c'hoshañ meneg eus gouled a gaver er Mil nozvezh hag unan. Un doare gwregel zo d'ar goul, goulez, eta, anvet ghoulah en arabeg.

Kentañ meneg eus ur goul e lennegezh Europa a gaver er romant saoznek Vathek en 1786, gant William Thomas Beckford.

Kentañ meneg eus ur goul e spagnoleg, skrivet gul, a voe e troidigezhioù diwar oberennoù saoznek Lovecraft, a ra gant ghoul. En e droidigezh Las mil y una noches e ra Rafael Cansinos Assens gant algola.