Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Transfiguration pending
Mont d’an endalc’had

Jane Grey

Eus Wikipedia
Poltred Jane Grey
Dibennidigezh Jane Grey (le Supplice de Jeanne Grey), gant al livour gall Paul Delaroche, 1833.

Lady Jane Grey 1537 - 12 C'hwevrer, 1554, gournizez d'ar roue saoz Herri VIII, a voe rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad 9 deiz e miz Gouhere 1553.

Ren a c'hallas abalamour d'ar roue Edouarzh VI, a reas e seizh gwellañ da virout ouzh Mari Tudor hag he c'hoar Elesbed Tudor, div verc'h Herri VIII (ar roue en e raok) da sevel war an tron. Evit se e tisklerias e oant bastardezed.

Dibennet e voe war urzh he nizez Mary Tudor, a voe rouanez war he lerc'h.Ne oa ket 17 vloaz c'hoazh. Ar berrañ ren en istor saoz eo, hag ar c'hentañ rouanez o ren e voe, war bouez an Impalaerez Matilda.

Sian Llwyd a vez graet anezhi dre fent e kembraeg gant tud zo, Janed Louet e brezhoneg.