Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Transfiguration pending
Mont d’an endalc’had

Sophie von Fersen

Eus Wikipedia
Ur pennad Fersen zo ivez.
Sophie von Fersen, poltredet gant Chevalier de Chateaubourg

Sophie Piper, pe Eva Sophie von Fersen (1757-1816 Schloss Löfstad‎), a oa ur gontez svedat hag un dimezell a enor gant rouanez Sveden. Brudet eo dreist-holl dre ma oa mignonez vras d'ar rouanez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp‎, a skrivas un deizlevr dediet dezhi.

Merc'h e oa d'ar c'hont Axel von Fersen an Henañ ha d'e bried, ar gontez Hedvig Catharina De la Gardie (1732–1800). C'hoar e oa da Axel von Fersen ar Yaouankañ, brudet dre e vignoniezh gant ar rouanez c'hall Marie-Antoinette Bro-C'hall, ha da Hedvig Eleonora von Fersen, kontez Klinckowström. Nizez e oa d'ar gontez skiantourez Eva Ekeblad. Keniterv e oa d'an div c'hoar-mañ: Augusta von Fersen, kontez Löwenhielm, serc'h da Dug Sudermania, an hini a vo roueet hag anvet Karl XIII, ha da Ulrika von Fersen, baronez von Höpken.

En 1774 e oa 17 vloaz pan eas gant he mamm hag un dornad tud all, dibabet mat, eus al lez, da zegemer ar briñsez danat Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp‎ a oa o tegouezhout e Sveden da zimeziñ d'an dug Karl, breur d'ar roue Gustav III. Mignonezed bras e teuas an div blac'h yaouank da vezañ.
Brudet eo evel unan eus koantenned lez ar roue Gustav III.

E 1774 e voe goulennet dorn Sophie gant an Dug Fredrik Adolf Sveden, breur yaouankañ ar roue. Kent-se, e 1770, e oa bet ar priñs o c'houlenn dorn Ulrika von Fersen, ha kaset, seven, da stoupa. He zad a lakaas berz war an eured, rak ne felle ket dezhañ stagañ e diegezh ouzh hini ar roue. Sophie hag he zad o devoa aon e vije mezhekaet gant ar roue hag e vamm ha ne oant tomm ouzh an eured-se.[1] Kaoz a voe eus un taol-arnod da skrapañ ar goantenn a vije bet aet da fall abalamour ma voe diskulietan afer gant ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp. En 1777 e timezas Sophie d'ar c'hont Adolf Ludwig Piper (1750–1795), kambellan ar roue, eus un tiegezh a orin alaman. Marteze ne oa graet an eured nemet evit digalonekaat ar Priñs Fredrik Adolf Sveden. Hervez an istorour Crusenstolpe, paotr ar gwalldeodadoù, e tisplije Frederik Adolf da Sophie, ha ne gave ket anezhañ gwall fur a spered . Kement-se avat n'eo ket splann pa lenner skridoù he zad ha re ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta.

Pa oa bet Frederick Adolf o c'houlen dorn Sophie, e roas da c'houzout d'ar briñsez, ha honnezh a oa laouen ouzh he c'haout evel c'hoar-gaer dre ma oant mignonezed bras, met aliañ a reas Sophie da reiñ kemenn a se d'he zad. Pan eas Frederick Adolf d'ober e c'houlenn ouzh he zad e miz Genver 1774, e nac'has he zad rak kavout a rae dezhañ ne oa ket un dimeziñ mat, ha ma en em gave enoret e ranke nac'h emezañ dre lealded ouzh an tiegezh roueel.[2] Sophie a oa bet prometet a-benn neuze d'ar c'hont Piper, peogwir e oa un den pinvidik, hag e oa mignoniezh etre an daou diegezh.

Goude-se ec'h asantas Sophie e vije embannet he gouestloù gant ar c'hont Piper. Goude hec'h eured ez eas Fredrik Adolf kuit da veajiñ da Italia.

Adalek war-dro 1790 he devoe un hir a zarempred gant ar Baron Evert Wilhelm Taube af Odenkat, kenderv da Hedvig Taube. Er c'heid amzer-se e oa un darempred all etre he mignonez ar briñsez Hedvig Elizabeth Charlotte hag he breur yaouank Fabian von Fersen, ha lizheroù a veze etre an div vaouez ma veze anv eus "F." ha "T."[2]

E 1786 e teuas Sophie da vout hovmästarinna an dugez roueel Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, anavet e Sveden evel Hedvig Elisabet Charlotta. Mignonez vras e oant o-div, evel ma tiskouez deizlevr an dugez, skrivet e doare lizhiri etrezo, hag a zo deuet betek ennomp. An dugez a lavare n'he doa bet biskoazh gwir vignonez ebet nemet Sophie hag e 1816 e savas skridvuhez Sophie Piper.

Sophie a oa ivez mignonez d'he breur Axel, a vije bet serc'heg da Marie Antoinette, hervez ar vrud.

Intañveziñ a reas e 1795, ha mont a reas neuze da-heul he fried-kleiz Evert Willhelm Taube da Alamagn en 1798. Pa varvas-eñ e Karlsbad en 1799, e tistroas da Sveden, hag ober a reas war-dro tiegezh he breur Axel en 1801.

Karl August Sveden

Goude diskar Gustav IV Adolf en 1809, e oa brudet Axel von Fersen hag e c'hoar Sophie da vezañ a-enep kostezenn ar roue Karl XIII. A-du e oant gant roueañ mab ar roue diskaret. Met ar priñs danat Karl August an hini a voe dibabet. Pa varvas ar priñs a-daol trumm e 1810 e savas brud eus un irienn a vije bet steuet pe kensteuet gante, lavaret e veze o devoa kontammet ar priñs.

Axel a voe lazhet war ar straed d'an 20 a viz Mezheven 1810 gant an engroez dirollet p'edo oc'h ambroug arched Carl August. Abaoe e komzer eus muntr Fersen. Sophie a voe heskinet abalamour da se ivez, met dont a reas a-benn da dec'hel. En noz goude e tec'has diouzh kêr Stockholm, gwisket evel ur vatezh. Repu a gavas e Kastell Rydboholm.

Goulenn a reas ma vije graet un enklask gant al lezvarn diwar—benn ar perzh he dije kemeret e marv ar priñs. Chom a reas e Vaxholm betek miz Du, pa voe didamallet penn-da-benn. E-kerzh an enklask e voe goulennet Sophie da zimezién meur a wech hag unan a oa a-berzh Georg Carl von Döbeln: nac'h e ginnig a reas met kenskrivañ gantañ a reas goude.

Sophie a oa ur goant a vaouez, a-hervez, hogen aon a lakae en dud dre ma oa flemmus he zeod ha ma kare ar galloud.

He bloavezhioù diwezhañ a dremenas e Löfstad Slott‎ nepell diouzh Norrköping.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Cecilia af Klercker (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte II) (in Swedish). P.A. Norstedt & Söners förlag. 44 p. ISBN 412070. 
  2. 2,0 ha2,1 Alma Söderhjelm (1945). Gustav III:s syskon (The siblings of Gustav III) Stockholm: Albert Bonniers Förlag. 23033 (Swedish)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]