Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Transfiguration pending
Mont d’an endalc’had

Spered

Eus Wikipedia
Spered
Iskevrennad eustraezenn difetis Kemmañ
Studiet gantcognitive neuroscience Kemmañ
Dezverket dremental property, mental health, mental state Kemmañ
Enebet ouzhinstinct Kemmañ
Ar Spered Santel o tisken etrezek ar gredourien feal gant Jean Fouquet

Spered en deus meur a dalvoudegezh, an darn anezho o vezañ liammet gant ur sustañs nann danvezel lakaet e-tal ar c'horf den hag ar materi.

  • Implijet e vez alies e bed ar relijion evel er gristeniezh gant ar Spered Santel.
  • E bed ar Psikologiezh e vez implijet ar ger spered evit an doare da soñjal a vez gant Mab-Den.
  • Spered a c'hell bezañ implijet gant ar stumm spes pe tasmant (speretaerezh) pe c'hoazh ael (relijion).
  • E yezh ar pemdez e vez implijet ar ger spered evit diskrivañ ar fed da soñjal met ivez, evit diskrivañ donezhonoù prederiañ dreist-holl reoù fonnus, fentus pe reoù lemm

Istor ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spered o tont eus ar ger latin spiritus (spiritus o vezañ awenet gant ar ger spirare; Brezhoneg: C'hwezhañ). Spered pe spiritus a zo ivez troidigezh ar ger gresianeg pneuma (gresianeg:πνεῦμα) hag ar ger hebraeg ruach deuet adal ruach ha-kodesh (Hebraeg: רוח הקודש; Brezhoneg: Spered Santel) a-wechoù skrivet ruaḥ ha-qodesh skrivet en Tanakh (Hebraeg: תנ״ך) Testamant Kozh pe Bibl ar yuzevien.

Spered Mab-den taolennet gant Robert Fudd

Skouerioù implij ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel (Glan) :

Evel-se bezet graet ! (Amen)"[1]

Lennegezh vrezhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hervez lezennou ar vro, ar roue koz, pa ne veze ket a baotred, a veze red d'ezan ober tri goulenn ouz e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc'h a furnez, a nerz kalon, a spered, a ijin a c'helle kaout an den yaouank a dlee beza fiziet etre e zaouarn eur verc'h garet ha stur pounner ar gouarnamant. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, pajenn 10.

Pennadoù karr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]