Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Taekwondo

Eus Wikipedia
O c'hourdoniñ dirak arvesterien taekwondo

An taekwondo zo un arz brezel hag ur sport emgannañ deuet eus Korea. Implijet e vez kalz an taolioù-troad en taekwondo. Ijinet e oa bet er bloavezhioù 1940-1950 gant arzourien brezel eus Korea. Ar re-se a oa bet desket mat war arzoù brezel evel ar c'harate, arzoù brezel Sina (kung fu), ha war arzoù brezel hengounel Korea evel an taekkyeon, ar subak hag ar gwonbeop.

An aozadur koshañ o ren an taekwondo eo ar C'horea Taekwondo Association (KTA), savet e 1959 dre ur striv unvaniñ gant an nav skolioù arz brezel diazez (kwan) e Korea.