Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Albus Dumbledore

Eus Wikipedia
Fanart Albus Dumbledore

Albus Dumbledore zo unan eus harozed saga Harry Potter, skrivet gant ar skrivagnerez J. K. Rowling.


Albus Perceval Wulfric Brian Dumbledore (war-dro 1845-1846 - Mezheven 1997) zo rener Skol Sorserezh ha Strobinellerezh Hogwarts abaoe ar blavezhioù 1970. A-raok e oa kelenner war an treuzfurmerezh.

Arabat eo ankouaat en desped d'e dro-spered abil hag un tamm droch, hogos bugel, e vez sellet outañ evel brasañ sorserien zo bet a-viskoazh, abalamour d'e furnez vras peurgetket, met ivez abalamour ma oa ar sorser nemetañ a oa bet gouest da ober aon da Lord Voldemort. Dont a ra an anv Albus eus ar ger latin : albus "gwenn". Evit diverrañ e amzer e plij dezhañ c'hoari ar bowling ha selaou sonerezh kambr. Ar goñfitur flamboez eo an hini a gav ar gwellañ. Ne ra ket fae war traezoù ar mudleblooded, eus ar c'hoaven sitroñs skornet betek ar c'helaouennoù brochennerezh. An den nemetañ eus e diegezh a anavezer zo e vreur, Abelforth Dumbledore, zo tavarnour e tavarn "Ar penn pemoc'h-gouez" ("ur paotr iskis" hervez Alastor Maugrey).

Dont a reas Albus Dumbledore da vezañ brudet pa drec'has ar maj Grindelwald e 1945. El levrenn gentañ e tesker en deus kenlabouret kalz gant Nikolaz Flamel, an alkimiour en deus krouet maen ar furien hag en deus dizoloet 12 perzh ar gwad aerouant. D'ar c'hentañ a viz Du 1981, Dumbledore a lezas Harry dirak dor an Dursleyed. Dumbledore hag Harry o deus darempredoù relativement complice et filiale, Fellout a ra da Zumbledore gwareziñ Harry dreist pep tra hag hemañ, diouzh e du, zo divrall en e lealded evit ar sorser bras. E saga Harry Potter, Dumbledore zo personeladur an denelouriezh vrasañ. Enkorfañ ha kelenn a ra ar galonegezh, ar vignoniezh, ar justis hag ar wirionez (en e brezegennoù e deroù pep bloavezh skol, da skouer).

Ouzhpenn bezañ rener Hogwarts, Albus Dumbledore zo ivez prezidant ar Magenmagot, lez-varn ar sorserien. Ezel eo eus Urzh ar Feniks en deus savet, e brezidant ha gward sekred an ti a ro bod dezhi. Roet eo bet dezhañ urzh Marzhin, 1añ rummad. Doktor e Sorserezh eo ivez, pennachanter ha penn bras eus Kengevredad etrebroadel ar vajed hag ar sorserien.

Gallout a reer lavaret ivez e c'haller kavout a skeudenn e-mesk poltredoù ar sorserien hag ar sorserezed brudet a gaver er raned chokolad (madigoù debret gant ar vugale sorserien).

Bet eo Albus Dumbledore o studiañ e skol Hogwarts adalek 1856, e koskoriad Gryffindor . Dont a reas da vezañ kelenner war an treuzfurmerezh eno diwezhatoc'h. Kelenn a reas an danvez-se da Dom Elvis Jedusor, ar bugel unnek vloaz e oa bet o kerc'hat en un ti-emzivaded mudblood skrijus er bloavezhioù 30, hag a zeuio da vezañ Lord Voldemort bloavezhioù goude. Pa damall Tom Elvis Jedusor ouzh Hagrid da vezañ digoret kambr ar sekredoù er bloavezhioù 40, Dumbledore a hañval bezañ an hini nemetañ a soñj ez eo digablus Hagrid. Pa oad o tanzen kas anezhañ er-maez eus ar skol e pouezas Dumbledore evit ma chomfe er skol evel gward-chase.

E 1945 e kann ar maj du Grindelwald, ar pezh a ro brud dezhañ forzh pegement. Diwezh an Eil brezel bed d'ar memes mare n'eo ket un degouezh marteze.

Nebeut amzer kent 1970 e teu Dumbledore da vezañ rener Hogwarts.

Lord Voldemort en deus c'hoant da vont da gelenner war an difenn a-enep nerzhioù an droug met nac'hañ a ra Dumbledore ar post dezhañ abalamour m'en deus ar sorser-se abegoù all evit ar c'helenn evit dont d'ar skol.

E-pad ar bloavezhioù 1970 e kresk galloud Voldemort war un dro gant ar spouron e-touez ar sorserien. Dont a ra Hogwarts da vezañ al lec'h sur nemetañ, hag enkorfañ a ra Dumbledore ar stourm a-enep ar maj du galloudus. Krouiñ a ra evit se Urzh ar Feniks evit kempouezañ nerzh an debrerien marv.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

lec'hiennoù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]