Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Augustus (titl)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aogust (titl))
Augustus
titl noblañs, title of honor, Cognomen, agnomen, honorific
PrantadImpalaeriezh roman, Krennamzer Kemmañ
Given name version for other genderAugusta Kemmañ

Augustus, pe Aogust, zo un titl :

  • roet evit ar wech kentañ da Oktav gant Sened Roma er bloavezh 28 kent JK, ha roet goude d'an holl impalaerien roman;
  • adalek amzer Diokletian eo e voe graet ar c'hemm etre an anv Augustus ha hini Caesar :
    • Augustus e oa titl an impalaer o ren,
    • Caesar hini an hêr a dlee ren war e lerc'h;

Diwezhatoc'h e voe pevar impalaer, daou "aogust" ha daou "gaesar".

Gwelout: Caesar

Dilezet e voe an titloù latin e penn kentañ ar VIIvet kantved gant an impalaer Heraclius, ha kemeret an titl a v/basileus (roue, e gregach).

Diwezhatoc'h, e voe adkemeret an titl-se gant impalaerien Alamagn adalek Otto II. C'hwezhet e voe zoken peogwir e oa deuet da vout semper Augustus pe perpetuus Augustus.

Diwar anv an impalaer Aogust e voe anvet al lejion roman III Legio Augusta,

  • Augusta, furm benel an anv Augustus