Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Barbara Campanini

Eus Wikipedia
La Barbarina gant Antoine Pesne (war-dro 1745)

Barbara Campanini, lesanvet La Barbarina (La Barberina a-wechoù), a oa ur gorollerez italian bet ganet e Parma d'ar 7 a viz Mezheven 1721 ha marvet e Barszów (Silezia-Izel) d'ar 7 a viz Mezheven 1799[1].

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Parma e teskas koroll gant Fossano Rinaldi, hag e 1732 e tañsas dirak Karl VI an Impalaeriezh Santel.

E 1739, oadet a 18 vloaz, e tañsas e Pariz e-barzh Les Fêtes d'Hébé, c'hoarigan savet gant Rameau, pa oa ar c'horollerezed brudet Marie-Anne de Camargo ha Marie Sallé o vont kuit.

Goude ec'h eas da Londrez, ma korollas er Royal Opera House (Covent Garden) ha da Zulenn. E 1743 e tistroad da Bariz. Pedet e voe gant ar roue Frederig II da vont da Verlin ; eno e labouras eus 1744 da 1748.

A-raok mont avat ec'h eas da Venezia gant he fried-kleiz Stuart de Mackenzie, ma rankas ar roue c'hoari warni evit ma teuje d'e vro. Pan erruas e Berlin e voe roet ur renk uhel dezhi hag ur gopr fonnus. Hervez a voe kontet e voe serc'h d'ar roue, e-touez meur a hini all. A-benn ar fin e timezas e 1749 gant Carl Ludwig von Cocceji, mab da Samuel von Cocceji, hag anvet e voe he gwaz da gannad. Kuitaat al leurinier a reas La Barberina e 1749, hag ar Pantaloncina a gemeras he lec'h.

Dizimeziñ a reas e 1788, ha bloaz war-lerc'h e voe deroet an titl a gontez dezhoi.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Legadiñ a reas hec'h arc'hant d'un ensavadur evit merc'hed paour eus an noblañs, a badas betek ar Brezel-bed kentañ.

Poltredet eo bet gant Antoine Pesne ha Charles Van Loo.

Oberennoù diwar he fenn
  • Une étoile de la danse au XVIIIe : La Barbarina Campanini, 1721-1799, gant Jean-Jacques Olivier, 1910
  • '[Die Tänzerin Barberina, ur film gant Carl Boese e 1920.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Un notenn zo diwar he fenn en embannadur envorennoù Casanova, 'Histoire de ma vie, Bouquins (1993, levrenn III, p. 1070) ma vije d'ar 7 a viz Mae .

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.