Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Erinied

Eus Wikipedia
Div Erinienn, en ul levr eus an XIXvet kantved, treset diwar ul lestr eus Hellaz kozh.
Tereüs ha Prokne, ha Merc'hed ar Gounnar.

An Erinied a oa teir c'hoar, evel alies e relijion Hellaz kozh, a oa o c'hefridi heskinañ ar re a dorre urzh vat ar bed, an dorfedourien a bep seurt.

Korfoù askellek a oa dezho, naered war o fennoù, ha pennoù chas hervez lod, gwad a vere eus o daoulagad, ha skourjezoù ha flammerennoù a veze ganto.

O anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E henc'hresianeg e oant Ἐρινύες Erinúes, eus ar verb ἐρίνειν erínein, "heskinañ".

N'eo ket sur pet a oa anezho, met hervez Vergilius ne oant nemet teir:

  • Alekto, an Hini Didruez
  • Tisifone, an Dialerez
  • ha Megaira, ar Sorserez (dont a ra ar ger gallek mégère eus anv an hini diwezhañ).

An Eumenided a veze graet anezho ivez, e gregach Εὐμενίδες / Eumenídes, « ar madoberourezed », ur ger a veze lavaret gant aon da lavarout o gwir anv.

Hervez ar vojenn e vez graet an anv-se anezho abaoe barn Orestes (gwelout amañ izeloc'h) gant an Areopagos. En Aten e veze lavaret ivez σεμναὶ θεαί / semnaì theaí, « doueezed enorus ». Un anv all a veze graet anezho c'hoazh: χθόνιαι θεαί / c'hthóniai theaí, « doueezed ifernus ».

Klotañ a reont gant Merc'hed ar Gounnar (Furiae pe Diræ e latin) e Roma gozh. Kounnarverc'hed a gaver e Geriadur Vallée ("furie").

O lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O fouez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oant doueezed kozh ne oant ket dindan Zeus. O chom e oant en Erebos (pe en Tartaros, hervez an oberourien), er bed dindanomp, o tiskuizhañ da c'hortoz bezañ galvet war an Douar. Goude ma'z int a orin doueel ne blijont ket nemeur da z-Doueed Olympos, gouzañvet int ganto, ha netra ken. An dud avat o devez aon razo. Se zo kaoz, dre ma tec'her razo atav, dre ma fell dezho bezañ anavezet ivez, e plegont da varnadenn Athena e pezh Aisc'hylos, en desped d'o c'hoant diwalc'hus a zial.

Doueezed c'htonian a zo anezhe. Hervez an hengoun orfek int ganet eus Haides ha Persefone. Enkorfañ a reont ar mallozh taolet gant un den, ha karget int da gastizañ an torfedoù e-pad buhez an torfedour, ha n'eo ket goude e varv.

Trajedienn Aisc'hylos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morc'hed Orestes, gant William Bouguereau (1862).
An Eurinied war-lerc'h Orestes, gant John Singer Sargent.

En Eumenided gant Aisc'hylos, trede pezh an Orestia, emañ Merc'hed ar Gounnar, an Erinied, war-lerc'h Orestes. Hag eñ da lazhañ e vamm, Klytaimnestra, evit dialañ muntr e dad Agamemnon.

Kentañ ma voe c'hoariet trajedienn Aisc'hylos e spontas an arvesterien.

War-lerc'h Alkmeion e oa an Erinied ivez, dre m'en devoa lazhet e vamm. Evel Orestes e oa bet bountet gant Apollon da zialañ e dad. Un erinienn a veze war e lerc'h dre ar vro, ken na gavas repu war un douar ha n'eus ket anezhañ pa oa bet lazhet e vamm, ma n'hall ket bezañ kavet ken gant Merc'hed ar Gounnar.

Azeulerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deñved du a veze aberzhet dezho. Evet e veze νηφάλια (nêphália), ur seurt mez, diwar mel ha dour.

Ul lec'h zo, en Arkadia ma'z eus daou santual d'an Erinied.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.