Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Junio Valerio Borghese

Eus Wikipedia
Junio Valerio Borghese
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia, Rouantelezh Italia Kemmañ
Anv-bihanJunio, Valerio Kemmañ
Anv-familhBorghese Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mez 1906 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoma Kemmañ
Deiziad ar marv26 Eos 1974 Kemmañ
Lec'h ar marvCádiz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica di Santa Maria Maggiore Kemmañ
TadLivio Borghese Kemmañ
MammValeria Maria Alessandra Keun Kemmañ
PriedDaria Borghese Kemmañ
BugelDonna Eleana Maria Nives Borghese, Don Paolo Borghese, Don Livio Borghese, Don Andrea Borghese Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherpolitiker, submariner, milour, skrivagner Kemmañ
Bet war ar studi eItalian Naval Academy Kemmañ
Strollad politikelItalian Social Movement - National Right Kemmañ
Perzhiad eGolpe Borghese Kemmañ
Grad milourelcapitano di fregata Kemmañ
BrezelEil Brezel etre Italia hag Etiopia, Eil Brezel-bed Kemmañ
Borghese e-pad an Eil Brezel-bed

Junio Valerio Scipione Ghezzo Marcantonio Maria Borghese, ganet d'ar 6 a viz Even 1906 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Eost 1974, a oa ur c'homandant er morlu italian e-pad ren Benito Mussolini hag ar Strollad Broadel Faskour. Goude an Eil Brezel-bed e oa chomet leal d'an ideologiezh faskour. Lesanvet e oa bet neuze ar Priñs Du. E 1970 en doa kemeret perzh e steuñv un taol-stad gant nevez-faskourien, lesanvet ar Golpe Borghese gant ar mediaioù ur wech dizoloet. Goude ar c'hwitadenn e oa skampet kuit da Spagn Franco hag eno e chomas betek e varv e 1974.

Lakaet a gostez a-fed politikerezh met ivez gant e familh, gwelet e oa evel "falskredour" ha paotr ar penn pellañ a lakae diaes ar peurrest eus ar familh nobl. Junio Valerio Borghese a zo marvet en un doare iskis ha trumm e Cádiz, Bro-Spagn, dres goude koan d'ar 26 a viz Eost 1974, pa oa 68 vloaz[1] Hervez an testenniñ marv, orin ar marv a oa "pancreatitis kreñv"; iskis eo rak ur mezeg a oa tremenet da welet ar priñs un nebeud devezhioù a-raok hag en doa embannet e oa yac'h. Posupl eo e vefe bet ampoezonet Borghese gant arsenik.[2].

Junio Valerio Borghese e 1942

Beziet eo bet e chapel ar familh Borghese er Basilica di Santa Maria Maggiore, e Roma.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jack Greene; Alessandro Massignani (2004). The Black Prince and the Sea Devils: The Story of Prince Valerio Borghese and the Elite Units of the Decima MAS. Da Capo Press. ISBN 0-306-81311-4.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2004) The Black Prince and the Sea Devils : the story of Valerio Borghese and the elite commandos of the Decima MAS, 1., Cambridge, Mass. : Da Capo Press. 234–235 p. ISBN 978-0306813115. 
  2. Borghese: indigestione o veleno?. Kavet : 8 a viz Kerzu 2014.