Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Kan broadel

Eus Wikipedia
kan broadel
doare kanaouenn
Iskevrennad eusarouez vroadel, kan brogar, secular hymn, anthem Kemmañ
Roll elfennoùRoll ar c'hanoù broadel, list of historical national anthems Kemmañ

Kan broadel a reer eus ur pezh sonerezh, savet evit ezteurel ar vrogarantez, e pep bro. Pozioù a ya da-heul, savet da vezañ kanet war an ton lakaet ha graet, int ivez, da ezteurel an emskiant vroadel, dre veuliñ ar vro. Un anaoudegezh ofisiel a vez alies gant ar c’hanoù broadel, a-berzh ar pennadurezhioù.

E-pad an XIXvet hag an XXvet kantved, gant kresk ar vroadelouriezh ha savidigezh stadoù broadel, e voe dibabet ur c’han broadel e pep bro, e-touez pe e-kichen kanennoù brogar all. Er stadoù dizalc’h eo anavezet ar c’han broadel gant pennadurezhioù ar stad ; er broioù dalc’het ne vez alies statud ofisiel ebet gant ar c’han broadel. A-wechoù zoken, er broioù-se, n’eus hini ebet a-douez ar c’hanaouennoù brogar a vefe degemeret hag anavezet gant an holl evel ar c’han broadel.

Ar c’han broadel koshañ a anavezer en hor mare eo Wilhelmus, kan broadel an Izelvroioù, skrivet etre 1568 ha 1572. Un dra heverk gant ar c’han-se eo e komzer ennañ n’eo ket eus ur vro met eus un den (ar roue Gwilherm I). Peurvuiañ ez eus anv er c’hanoù broadel eus ar vro, hec’h istor, hec’h emgannoù.

E-pad an naontekvet kantved dreist-holl eo bet savet kanoù broadel Europa. Ha liv sonerezh ar mare-se a gaver warno. E kalz broioù eus Afrika hag Azia ez eus un neuz europat war ar c’han broadel ivez. Rouez eo ar broioù o deus ur c’han broadel a sav an awen anezhañ e gwrizioù sevenadurel ar vro, evel Japan, Costa Rica, Iran, Sri Lanka, ha Birmania.

Tonioù bale a gaver alies evit ar c’hanoù broadel pe tonioù kantikoù a-wechoù. E meur a vro eus Latinamerika e tenn ar c’hanoù broadel da donioù opera. Evit gellout bezañ c’hoariet pe kanet aes e rank ar c’hanoù broadel bezañ berr. Pa vezont hir ne vez kanet nemet ul lodenn anezho (an diskan da skouer).

N’eus ket kalz a ganoù broadel a vefe bet savet gant sonaozourien anavezet. God Save the Queen, kan broadel hollanavezet ar Rouantelezh Unanet, ne ouzer ket gant piv e voe savet, da skouer. E-touez ar c’hanoù broadel a zo bet savet gant sonaozourien anavezet e c’heller menegiñ hini Alamagn, a zo bet savet an ton anezhañ gant Joseph Haydn, hini Aostria, a zo bet savet an ton anezhañ moarvat gant Wolfgang Amadeus Mozart (met tabut a zo war an divoud) hag hini Keoded ar Vatikan, a zo bet skrivet gant Charles Gounod. En hevelep doare ar pozioù a zo bet savet alies gant tud a zo dianav a-walc’h hiziv an deiz : ar c’han broadel gall La Marseillaise a zo bet skrivet gant Claude Joseph Rouget de Lisle, un den n’eo anavezet evit tra all ebet. John Stafford Smith n’eo anavezet nemet evel aozer The Star-Spangled Banner, kan broadel Stadoù Unanet Amerika. Rouez eo ar c’hanoù broadel a zo bet meulet o fozioù : daou anezho eo kan broadel India hag hini Bangladesh, a zo o-daou pezhioù barzhoniezh skrivet gant Rabindranath Tagore.

Kanet pe sonet e vez ar c’hanoù broadel e degouezhioù foran a bep seurt. Sonet e vezont pa vez gouelioù broadel, gant an arme, en abadennoù sport (e deroù ar matchoù pe pa vez deroet medalennoù d’ar sportourien). E broioù zo e vez kanet ar c’han broadel gant ar skolidi e penn kentañ an devezh. E lec’hioù zo evel e Kembre e vez kanet ar c’han broadel (Hen Wlad fy Nhadau) e dibenn an abadennoù sonerezh alies. E kalz broioù e vez sonet ar c’han broadel e deroù pe e dibenn ar programmoù skinwel pe skingomz.

Lidoù a vez alies en-dro d’ar c’han broadel : e meur a vro e vezer boas d’e ganañ ouzh ar sav. Ha dizoare ha dizouj e vefe, eno, chom hep mont en e sav pa vez kanet.

Ouzhpenn ar c’han broadel e vez a-wechoù, e stadoù zo, kanoù ofisiel all, evel kan ar roue pe kan ar prezidant.

Un nebeud kevreadoù stadoù o deus kanoù dezho ivez. E-touez ar c’hanoù etrebroadel pe liesvroadel-se e c’heller menegiñ ar Ganenn d'al Levenez, war un ton gant Beethoven, a zo kan ofisiel Unaniezh Europa.

Un nebeud kanoù broadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Roll ar c'hanoù broadel

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]