Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Marine Le Pen

Eus Wikipedia
Marine Le Pen
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarine Le Pen Kemmañ
Anv ganedigezhMarion Anne Perrine Le Pen Kemmañ
Anv-bihanMarine Kemmañ
Anv-familhLe Pen Kemmañ
Treuzskrivadur APIma.ʁin lə.pɛn Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Eos 1968 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNeuilly-sur-Seine Kemmañ
TadJean-Marie Le Pen Kemmañ
MammPierrette Lalanne Kemmañ
Breur pe c'hoarMarie-Caroline Le Pen, Yann Le Pen Kemmañ
PriedÉric Iorio, Franck Chauffroy Kemmañ
Kompagnun(ez)Louis Aliot Kemmañ
BugelJehanne Chauffroy, Mathilde Chauffroy, Louis Chauffroy Kemmañ
KarMarion Maréchal, Nolwenn Olivier, Jany Le Pen, Philippe Olivier Kemmañ
Familhfamilh Le Pen Kemmañ
GodparentHenri Botey Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Panthéon-Assas Kemmañ
Diplom skol-veurMaster of Laws Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel Kemmañ
Deroù ar prantad labour16 Gen 2011 Kemmañ
Strollad politikelRassemblement National Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Postelmailto:[email protected] Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://mlafrance.fr Kemmañ

Marion Anne Perrine Le Pen, brudet evel Marine Le Pen, bet ganet d'ar 5 a viz Eost 1968 e Neuilly-sur-Seine, zo ur bolitikerez c'hall. Merc'h eo da Jean-Marie Le Pen ha penn ar strollad broadelour gall Front National etre 2011 ha 2021, adanvet ganti Rassemblement National e 2018.

Emouestlet eo he e bed ar politikerezh er strollad Front National ; bet eo e-karg meur a gannad lec'hel abaoe 1998 (kuzulierez rannvroel en Île-de-France, e Nord-Pas-de-Calais ha goude-se en Hauts-de-France, kuzulierez ti-kêr Hénin-Beaumont) ; ur sez he deus e Parlamant Europa abaoe 2004 ; bez' ez eo kenbrezidantez ar c'hengevread strolladoù broadelour Europe des nations et des libertés (ENL).

Dilennet e oa bet e penn ar strollad Front national e-kerzh kendiviz Tours e miz Genver 2011, da gemer lec'h he zad Jean-Marie Le Pen, a oa krouer ha penn ar strollad. Pa oa kannadez ar Front National da-geñver dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2012, e tizhas an trede plas nemetken en dro gentañ, gant 17,90 % eus ar mouezhioù. Kannadez e voe adarre e 2017, ma teuas a-benn da dizhout an eil tro gant 21,30 %, a-dreñv Emmanuel Macron. Bez' ez eo an eil maouez o tizhout an eil tro e dilennadegoù prezidant e Bro-C'hall.

Marine Le Pen a oa bet lakaet war listenn an Time, an Time 100, ul listenn eus ar c'hant den galloudusañ dre ar bed e 2011 ha 2015.

En eil tro dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 e oa en em gavet Emmanuel Macron, penn ar strollad En Marche, e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.


Emmanuel Macron ha Marine Le Pen