Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Omar C'hayyam

Eus Wikipedia
Delwenn Omar Khayyám e Bukarest.

Omar C'hayyam (farsieg: عمر خیام anv leun: غیاث الدین ابو الفتح بن ابراهیم خیام نیشابوری Ghiyās al-Dīn Abu al-Fath Omār ibn Ibrāhīm Khayyām Nishābūrī) a oa ur barzh, ur jedoniour, ur prederour hag ur steredoniour persian. Ganet e oa bet d'an 8 a viz Mae 1048 e Nishapur e biz Iran a-vremañ, hag eno e varvas d'ar 4 a viz Kerzu 1131.

E-maez Persia eo brudet e varzhonegoù dreist-holl met kavet en doa un doare da ziskoulmañ ar c'hevaladennoù trde derez ivez[1]. Gallout a rafe bezañ dizoloet e troe an Douar en-dro d'an Heol.

Brudet eo e zastumad barzhonegoù Rubaiyat dre ar bed a-bezh. El levr Barzhonegoù, gant Roparz Hemon (Al Liamm) ez eus ur rann anvet diwar Omar C'hayam, awenet gant oberenn ar barzh persian.

  1. Mehdi Aminrazavi, Glen Van Brummelen (2011), Umar Khayyam, Stanford Encyclopedia of Philosophy (en)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]