Orest
Neuz
Orest, pe Orestes, zo un anv-den, deuet da vout un anv-badez, a zo e orin e mojennoù Hellaz kozh. Ορεστης / Orestis eo an anv gregach orin, da lavarout eo "an hini a zo war ar menez".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oa anv Orestes mab Agamemnon ha Klitaimnestra, breur Elektra hag Ifigenia, roue Mikene, Argos ha Sparta.
Diwar-se eo anv un drajedienn, Orestes gant Euripides.
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-badez polonek ha saoznek eo. Un anv-badez rusek hag ukrainek eo ivez, ha skrivet eo Орест neuze. Anaout a reer:
- Orest Miller, skrivagner rus,
- Orest Subtelny, istorour kanadian a orin ukrainat,
- Orest Danilovich Khvolson (Орест Данилович Хвольсон), fizikour rus.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Orestes a gaver ivez e latin, ha diwar-se e saozneg a-wechoù.
- Arestis (Αρεστης) eo ar stumm e gresianeg a vremañ, anavezet dreist-holl e Kiprenez. Diwarnañ e teufe an anv italianek Aresti.
- Orestis, stumm a gaver evel anv-tiegezh e SUA, diwar an anv gresianek.
- Oryst, stumm all eus Orest, a gaver a-wechoù e-touez tud a orin eus Ukraina e SUA.
- Oreste, e doare-skrivañ ar galleg hag an italianeg, distaget disheñvel evel-just.