Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Rainer Maria Rilke

Eus Wikipedia
Rainer Maria Rilke
Rainer Maria Rilke
Rainer Maria Rilke, 1900
Anv ofisiel René Karl Wilhelm Johann Josef Maria Rilke
Obererezh Barzh dreist-holl, romantour, daneveller, saver pezhioù-c'hoari
Ganedigezh D'an 4 a viz Kerzu 1875
Praha, Bohemia,
Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Marv D'an 29 a viz Kerzu 1926
Montreux, Suis Suis
Yezh skrivañ alamaneg, ha galleg e fin e vuhez
Oberennoù pennañ
  • Briefe an einen jungen Dichter (Lizheroù d'ur barzh yaouank) (1903-1908)
  • Die Aufzeichnungen des Malte Laurids Brigge (Notennoù Malte Laurids Brigge) (1910)
  • Duineser Elegien (Klemmgan Duino) (1912-1922)

Sinadur
Rainer Maria Rilke (1917)

Rainer Maria Rilke a oa ur barzh aostrian ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875 ha marvet d'an 29 a viz Kerzu 1926 e Montreux e Suis. Gwelet eo evel unan eus ar gwellañ barzhed alamanek.

Ar yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rainer Maria Rilke a zo ganet e Praha d'ar 4 a viz Kerzu 1875. E dad, ofiser en arme, en deus bet un esped micherel dister, hag a echuas e vuhez en ul labourat en un embregerezh trenioù. An emglev etre e dud a zaio war fallaat hag en em disrann a reas ar c'houblad. Ar vamm, Phia Rilke, doueüs ha frink, a bellas diouzh he mab. Rainer-Maria a c'houzañvo ar mank-se e-pad toud e yaouankiz. E oberennoù eus ar prantad-mañ a zo bet levezonet kalz gant an darvoud-mañ. Eus 1882 betek 1890, e zae er skol piarist (skolioù relijiel kenañ) ha goude e skol Sankt-Pölten e Aostria. E 1890 e krogas gant e studioù soudard e skol-uhel milourel Weisskirchen e Moravia. Met rankout a reas kuitaat an arme abalamour da gudennoù yec'hed. Kregiñ a reas e gentañ embannadurioù e kazetennoù 'zo. Met e 1891 e kuitaas ar skol-mañ evit mont en ur skol koñvers e Linz. Goude, e 1892 e tistroas e Praha e lec'h ma tremenas un tamm amzer er skol-veur (a-benn studiañ al lennegezh, an istor, ar brederouriezh hag istor an arz). E 1896 e zeas da genderc'hel e studioù e skol-veur München.


Er gêr-mañ, e kejas gant Lou Andreas-Salome, ha chom a rejont tost kenañ betek fin o buhez (dindan stumm ur garantez platonel). Kregiñ a reas da vat da skrivañ e gentañ barzhonegoù ha deizlevr Wegwarten, ul levr skignet digoust. Gant Salome e veajas e 1897 eus Wolfratshausen e-kichen München betek bannlev Berlin ma chomas betek 1901. E-pad ar c'houlz-se, e skrivas hag e embannas danevelloù evel Am Leben him(A-hed ar vuhez) pe Zwei Prager Geschichten (Daou istor eus Praha). Etre miz Ebrel ha miz Even 1899, e veajas e Rusia gant Lou hag he gwaz. En em gavout a rejont gant ar skrivagner rusian Tolstoi. Un eil beaj a reas e 1900 ma adwelas ar skrivagner. Goude-se e embannas al levr Vom lieben Gott und Anderes (Istor an aotroù Doue). E 1901, Rilke a zimezas gant Clara Westhoff, un diskibiez eus Rodin. Eus an eured-mañ, e voe ganet ur plac'h d'an 12 a viz Kerzu 1901 anvet Ruth Rilke. Met ar c'houblad a zispartias ur bloaz war-lerc'h. E miz Eost 1902, e zeas kuit da Bariz m'en doa c'hoant da labourat war ul levr diwar-benn Rodin.

Servij evit Rodin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 1903, e zeas kuit eus Pariz. Labourat a reas dreist-holl war e levrioù barzhoniezh o tont. Rilke a zo erruet en ur stad e lec'h ma ne ra nemet beajiñ ha labouraat war e oberenn. E 1904 e veajas e Roma hag e Skandinavia. Ar bloavezh goude e dremenas un tamm-amzer e Berlin met mont a reas da vevañ gant Rodin e Meudon evit bezañ e sekretour ha prientiñ un heuliad prezegennoù diwar-benn e implijour. Labourat a reas e-giz-se betek miz Meurzh e lec'h ma tad Rilke a varvas hag e miz Mae, e zarempredoù gant Rodin a zejiont war fallaat. Met en desped da-se e embannas memestra e levr diwar e benn.

Eus ar beajoù hag ar brezel betek fin e vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1907 ha 1914 e krogas un heuliad beajoù etre Afrika an Norzh, Bro-Egipt, Berlin, Bro-Spagn, Italia ha Bro-C'hall. Met paket-berr eo pa darzh ar brezel: sac'het eo e Bro-Alamagn. Soudardet eo bet Bro-Aostria met dieubet un nebeud mizioù diwezhatoc'h e 1916. Goude ar brezel ec'h adkemeras e vuhez graet gant beajoù, labourioù skritur ha prezegennoù bep an amzer met dreist-holl e Bro-Suis.

E 1922 e echuas Die Sonette an Orpheus (sonedenn da Orfeüs) ha Duineser Elegien (klemmgan Duineser). Met labourat a reas ivez war un droidigezh eus oberenn Paul Valéry. E 1924 e krogas un heuliad sizhunioù tremenet en ospitalioù. Kenderc'hel a reas da veajiñ etre Bro-Suis ha Pariz met d'an 29 a viz Kerzu, e varvas Rilke gant al leukemi.

  • 1893: Feder und Schwert
  • 1894: Leben und Lieder
  • 1895: Larenopfer
  • 1897: Im Frühhfrost
  • 1897: Traumgekrönt 1898, Advent
  • 1898: Ohne Gegenwart
  • 1898: Am Leben hin
  • 1899: Zwei Prager Geschichten
  • 1899: Mir zur Feier
  • 1899: Das Buch vom mönchischen Leben
  • 1899: Der Kardinal
  • 1900: Vom lieben Gott und Anderes
  • 1901: Das Buch von der Pilgerschaft
  • 1902: Die Letzten
  • 1902: Das tägliche Leben
  • 1902: Das Buch der Bilder
  • 1903: Das Buch von der Armut und vom Tode
  • 1904: Geschichten vom lieben Gott
  • 1905: Das Stundenbuch
  • 1906: Die Weise von Liebe und Tod des Cornets Christoph Rilke
  • 1907: Neue Gedichte
  • 1908: Der neuen Gedichte anderer Teil
  • 1909: Die frühen Gedichte
  • 1909: Requiem
  • 1910: Die Aufzeichnungen des Malte Laurids Brigge
  • 1913: Erste Gedichte
  • 1913: Das Marien-Leben
  • 1915: Sieben Gedichte
  • 1920: Die weiße Fürstin
  • 1923: Die Sonette an Orpheus
  • 1923: Duineser Elegien
  • 1926: Vergers suivi des Quatrains Valaisans
  • 1927: Les Fenêtres
  • 1927: Les Roses


  • Kanenn hini Langenau, troet gant Olier Mordrel, Ti-Moulerez Kenwerzel Breiz, Roazhon, war-dro 1932.
  • Luskellerezh (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
  • Du-hont... (barzhoneg) in Al Liamm nn 21 (troet gant Ronan Huon)
  • Araokaat (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
  • "Mervel a ranker pa anavezer" (barzhoneg) in Al Liamm nn 131 (troet gant Abanna & Alan ar Berr)
  • Skridoù Malte Laurids Brigge (Danevell) in Al Liamm nn 293 (troet gant Anke Simon)
  • Diskar an devezhioù (Barzhoneg) in Al Liamm nn 376 (troet gant Iwan Couée)