Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

The Dark Side of the Moon

Eus Wikipedia
The Dark Side of the Moon
Albom studio gant Pink Floyd
Deiziad 1 a viz Meurzh 1973
Enrollet Abbey Road Studios, Londrez
(Even 1972Genver 1973)
Doare Progressive rock, psychedelic rock

Sonerezh Roger Waters, David Gilmour, Nick Mason, Richard Wright
Pozioù Roger Waters
Padelezh 42:50

Produer Pink Floyd
Embanner • Harvest Records
(Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet)
• Capitol Records
(Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet)

The Dark Side of the Moon ("Tu teñval al Loar") eo eizhvet pladenn ar strollad progressive rock Pink Floyd.

Un albom-meizad (concept album) eo, da lavarout eo n'eo ket un heuliad kanaouennoù distag an eil diouzh eben albom-meizad, un albom mennet da vezañ un hollad eo, ennañ meur a bezh en-dro d'un danvez meret en holl bezhioù : al loar hag ar follentez, a ro dave da gleñved-spered Roger Keith "Syd" Barrett (1946-2006), unan eus diazezerien ar strollad.

Krouet e voe e 1973, ha chom a reas e-pad 741 sizhunvezh e-barzh an American Top-200 (roll an 200 pladenn muiañ gwerzhet) ha gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 45 milion a skouerennoù er bed a-bezh, ha gant se eo ar pevare pladenn muiañ gwerzhet[1].