Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Tom Thumb

Eus Wikipedia
Embannadur 1888, evit ar vugale.

Tom Thumb zo un denig eus ar c'hontadennoù saoznek, peuzheñvel ouzh Meudig. The History of Tom Thumb, embannet e 1621, a oa ar gontadenn varzhus kentañ e saozneg.

Tom n'eo ket brasoc'h eget meud e dad, ha c'hoarvezout a ra gantañ a bep seurt troioù abalamour da se, lonket eo gant ur vuoc'h, trec'hiñ a ra ramzed, ha mont a ra da lez ar roue Arzhur.

Bez Tom Thumb in Tattershall, Lincolnshire.

Tom Thumb a vije bet un den gwirion, ganet e 1519, hag ur bez a zo en e anv, e-barzh leur ur chapel en iliz an Drinded e Tattershall, Lincolnshire, ma lenner an enskrivadur: "T. THUMB, Aged 101 Died 1620". 40 cm hed zo d'ar bez.