Svoboda | Graniru | BBC Russia | Golosameriki | Facebook
Mont d’an endalc’had

Tristan (anv-badez)

Eus Wikipedia
The Parting of Sir Tristram and la Belle Isault
Louis Rhead (1926)

Trestan[1], pe Tristan[2], zo un anv-badez brezhonek a gaver e meur a yezh all.

Keltiek e vije, diwar un anv predenek Drust pe Drustanus, diwar ur ger drest, drystan a dalvezfe trouz, dispac'h. Hervez lod e vije diwar ur stumm piktek Drostan. Levezonet e vije bet gant ar ger latin tristus, a gaver e bar koulz e brezhoneg evel e kembraeg pe e galleg.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tristram, Tristen, Tristian, Tristin, Triston, Tristyn , Trestan, Trystan.
  • Tristano, en italianeg
  • Tristão e portugaleg
  • Tristane, ha Tristana, anvioù merc'hed
  • Dunstan, Duncan.

Orin ha brud an anv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo an anv evel hini ar marc'heg karet gant Izold, e mojenn Tristan hag Izold, brudet adal ar Grennamzer el lennegezh c'hallek hag alamanek.

En XIXvet kantved eo bet brudet adarre gant c'hoarigan Richard Wagner, Tristan und Isolde.

En em ledet eo bet an anv dre brud mojennoù An Daol Grenn, un tamm evel ma vez brudet un anv amerikan gant ur film pe ar skinwel hiziv ; meur a film zo bet diwar ar vojenn.

Emañ Tristan e-touez ar 1 000 anv roet ar muiañ d'ar baotredigoù abaoe 1971 er Stadoù-Unanet[3].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E Geriadur Hemon-Huon, 1993, p. 808
  2. Evel e titl ar romant brezhonek Tristan hag Izold, gant Langleiz.
  3. Think Baby Names: Origin & Meaning of Tristan
    (English)
    (HTML). Kavet : 2007-03-02.